D'ar 24 a viz Ebrel betek ar 26 a viz Mae : Deuit da zizoleiñ livadurioù nevez Armel Le Sec'h er Greizenn Sevenadurel. Korriganed ha danse 'zo an temoù arouezel eus he liverezh. Digor-lid d'ar sadorn 12 a viz Mae, da 11 eur heuliet gant dediadennoù eus he levrioù « Le Voyage d’Owen », « Beaj Owen » (Skol Vreizh) hag « Ar sarpant bihan » (Keit Vimp Bev). Bodad-lenn, kevelet gant Kentelioù an Noz -d'ar sadorn 27 a viz Mezheven, e KDSK (da 10 eur) : eskemmoù gant Olier Biguet, tro-dro d'al levrioù “Iskisaat breur bihan" skrivet gant A Renaudin ha "Sizhun breur Arturo" skrivet gant Y Drezen. Sinet eo bet gant KDSK karta Dastum. Evel-se, degemer a ra Dastum KDSK en un doare ofisiel en he rouedad Lec'hioù Enklask. Gant an emglev sinet, aotret eo izili KDSK selaou enlinenn ouzh an holl dielloù hag enrolladennoù bet dastumet war Glad dre gomz Breizh. Evit gouzout hiroc'h, kit e darempred gant KDSK. |